三明表彰海西三明生态工贸区开发建设先进单位
DIWALLIT
N'eo ket homa? ho pajenn bersonel. Arabat he c'hemma?.
M'eo dibabet ganit an anv-implijer/ez "Machin" e c'helli implijout ar pajennoù-ma? da heul ez egor personel:
- da bajenn bersonel pe pajenn implijer/ez: Implijer:Machin ([[Implijer:Machin]]);
- da bajenn gaozeal personel (stag ouzh da bajenn bersonel): Kaozeadenn Implijer:Machin ([[Kaozeadenn Implijer:Machin]]);
- da ispajennoù implijer/ez:
- Implijer:Machin/Brouilhed ([[Implijer:Machin/Brouilhed]]);
- Kaozeadenn Implijer:Machin/Diell1 ([[Kaozeadenn Implijer:Machin/Diell1]] - Dielloù war-lerc'h: Diell2, Diell3...);
Petra embann war ur bajenn bersonel
Ret eo kompren da genta?-penn n'eo ket da bajenn bersonel dit-te e gwirionez met ur rann eus ar Wikipedia. Talvezout a ra neuze an hevelep reolennoù evit ar pajennoù personel hag evit an holl bennadoù all.
Setu un nebeud kinnigoù evit embann war da bajenn bersonel - sirius pe fentus evel ma kerez - en ur c'ho?t n'eo ket dav skriva? netra warni mar ne fell ket dit evel-just:
- Titour personel
- da boltred;
- da anv gwir;
- da chomlec'h postell;
- da lec'hienn bersonel war ar genroueded;
- eus pelec'h e teuez;
- e pelec'h out o chom;
- da interestoù;
- Boestoù implijer/ez liesseurt
- elfennoù kinkla? (lavarennoù, taolennoù, arouezennoù...)
- Titour o tenna? d'az labour war ar Wikipedia
- roll ar pennadoù out o so?j o c'hroui? pe labourat warne
- stad da degasadennoù
- pennadoù nevez-krouet ganit (boulc'het ganit)
- rol ar pennadoù out o labourat warne (boulec'het ganit pe get)
- mémos
- liammoù diavaez talvoudus
- ur Poull-traezh personel evit kas da benn taolioù-esae a-raok o enrolla? war ar Wikikipedia
- Embann da so?joù diwar-benn ar raktres
- da so?joù ha da alioù diwar-benn mont-en-dro ar raktres
- kemenn d'ar re all out skuizh hag ec'h i da vaka?si? un tammig
- embann e vo implijet un eil lisa?s evit da zegasadennoù pe c'hoazh rei? gwirioù-foran dezhe
- Kemennoù
- ma vi lakaet war evezh evit mont e-bioù da bennaennoù, politikerezhioù diazez ha/pe pennreolennoù e vo embannet ur gemennadenn da zisplega? an abegoù war da bajenn bersonel
- ma vi stanket e vo embannet ur gemennadenn en ur zisplega? an abegoù war da bajenn bersonel
- Galo?soù



War da bajenn bersonel an hini eo ivez ma c'hello implijerion/ezed all plijet bras gant al labour kaset da benn ganit lakaat galo?soù dit.
Ret eo chom seven ha douja? da bajennoù personel an implijerion/ezed all atav. Kentoc'h evit kemma? o fajennoù war-eeun, ne vern an abeg, kae kentoc'h da rei? dezhe da c'ho?t da so?j dre implijout ar bajenn gaozeal stag oute.
Petra chom hep embann war da bajennoù personel
Erbedet e vez chom hep embann an elfennoù da heul war da bajennoù personel. N'eo ket difennet hen ober, met gwelloc'h eo chom hep hen ober evit diwall rak kudennoù a c'hellfe sevel war-lerc'h abalamour dezhe. Mar sav kudennoù diwar an traoù embannet war da bajenn bersonel bet erbedet chom hep o embann warni e c'hello unan eus ar verourion goulenn ouzhit e c'hemma?. Bez' e c'hell ivez an holl implijerion/ezed goulenn ouzh ar verourion lakaat ur sell war pajenn bersonel hen-ma?'n-hen mar kav dezhe eo tabutus. N'eo ket peogwir e vez gouza?vt un dra bennak ma teu da veza? ur gwir.
- implijout da bajennnoù personel evel ur blog pe ur weblog evit konta? traoù na sellont ket ouzh da labour war ar raktres. Mar fell dit bruda? da so?joù dre vras, kae da sevel ur blog pe ur weblog ha neuze embann ul liamm diavaez daveta? war da bajenn bersonel
- arabat implijout da egor personel evit flepi? diwar-benn traoù na sellont ket ouzh an holloueziadur dre vras
- implijout ar bajenn bersonel evit en em vruda? betek re. Mar fell dit kaozeal diwar da benn, kae da sevel ul lec'hienn bersonel war ar genrouedad ha neuze embann ul liamm diavaez daveti war da bajenn bersonel
- embann mennozhioù gwallus
- implijout an egor personel evit c'hoari en ur ankounac'haat e rank talvezout da genta?-penn evit sikour da gas war-raok raktres an holloueziadur
Traoù difennet-gro?s
Bez so?j: ma'c'h eo difennet un dra bennak e lec'h all war ar Wikipedia, eo difennet ivez war ar pajennoù personel.
- implijout memor an egor personel war ar Wikipedia evel un disk kalet diavaez;
- implijout da bajennoù personel evel ma vefe ul lec'hienn bersonel dieub anezhe - ul lodenn eus raktres ar Wikipedia eo ar pajennoù personel ha ret eo dezhe douja? reolennoù boutin mont-en-dro ar raktres koulz hag ar pennadoù all;
- implijout da egor personel evit traoù na dennont ket ouzh da labour war ar raktres;
- implijout da bajennoù personel evit taga? implijerion/ezed all. Kement tagadenn, ha pa vefe dre zindan, ha c'hell beza? diverket gant ur merour;
- kement tra hag a ya a-enep da lisa?s ar poellad frank (GFDL).
Penaos mera? ar bajenn gaozeal personel
Talvezout a ra da bajenn gaozeal personel evit kaozeal gant ar wikipediourion/ezed all diwar-benn temoù o sellout ouzh ar Wikipedia. Ma teu da veza? re hir (en tu all da 32 Ko) e c'hello implijerion/ezed all kavout diaezet he c'harga? hag he lenn en he fezh. Un dra vat eo nezue diverra?, diellaoui? ha/pe diverka? danvezioù ar bajenn gaozeal pe a-dammoù pe en o fezh.
Pa vez diverket ar bajenn gaozeal a-bezh pe tammoù anezhi e vez erbedet avat he diellaoui? rak aon e vezfe treuzkomprenet gant implijerion/ezed all out o klask kuzhat traoù bet skrivet ganit pe ez ke?ver.
Tud 'zo na blij ket re dezhe ma vefe embannet kritikoù diwar-benn o labour a-wel d'an holl war o fajenn bersonel-i. Daoust ma ma c'haller kuzhat ar pezh bet embannet war ur bajennoù personel dre e diverka?, hag ar gwir he/en deus pep implijer/ez d'hen ober, e c'hello neoazh an implijerion/ezed all mont da adembann o c'hritikoù en ul lec'h foranoc'h c'hoazh, evel da skouer en davarn.
Pa respontez d'un implijer/ez all war da bajenn gaozeal personel-te eo posubl-tre ne vo ket merzet da respont ganta?/i. Pa respontez war pajenn gazoeal egile/eben avat, hep ma vije eilet bewexh an evezhiadenn gant bet skrivet ganta?/i evel-just, e vo distag ar respont diouzh ar goulenn ma respont outa?. Setu un nebeud diskoulmoù evit gallout kenstrolla? ar goulennoù/ecezhiadennoù hag ar respontoù en ur veza? sur e vo lennet ar respontoù:
- respont war bajenn gaozeal egile/heben en ul leuskel ur gerig war da bajenn gaozeal evel-hen (ama? "Machin" = anv an implijer/ez all):
- respontetama?
- (Skriva?: {{Respontet}}[[Kaozeadenn Implijer:Machin|ama?]])
- respont war da bajenn gaozeal war-eeun en ul leuskel ur gerig war da pajenn gaozeal egile/heben evel-hen (ama? "Machin" = da anv implijer/ez):
- respontetama?
- (Skriva?: {{Respontet}}[[Kaozeadenn Implijer:Machin|ama?]])
- respont war bajenn gaozeal egile/heben en ur eila? ar goulenn/evezhiadenn bet graet ganta?/i bewech
- ma sell ar goulenn ouzh ar gumuniezh hag ar raktres en o fezh e c'helli sevel ur pennad resis diwar e benn en ur displega? an tem war ar bajennbenna? a-benn gallout kernderc'hel da gaozeal diwar e benn war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad nevez-krouet-se
Da betra e talvez an ispajennoù personel
Talvezout a ra an ispajennoù diellaoui? evit naetaat ar bajenn gaozeal penna? en ur diellaoui? ar pezh a vez skarzhet diouti dre diverka?.
Talvezout a ra an ispajenn "brouilhed" evit kenderc'hel da labourat e peoc'h war ur raktres pe ur pennad bennak a-raok mont d'o enrolla? da vat war ar Wikipedia. Bez' e c'hello an implijerion all dont da lakaat o so?j ivez war ar bajenn gaozeal stag ouzh ar bajenn vroilhed-se met peurliesa? e vez doujet ouzh ar bajenn benna? gante.
Diverka?
Gwelloc'h eo diverka? traoù embannet war da bajenn bersonel hag a c'hell sevel tabutoù diwar o fenn ma vez goulennet ouzhit gant ar gumuniezh ha/pe gant ur merour. Bez' e c'heller skarzha? seurt danvezioù diwar da bajenn bersonel hag o adembann war ul lec'hienn bersonel all er-maez eus ar Wikipedia war ar genrouedad en ur embann ul liamm diavazez daveti war da bajenn bersonel. Ret eo seurt liammoù diavaez embannet war ar Wikipedia avat douja? da reolennoù boutin ar raktres ivez.
Gallout a rez displega? da abegoù evit embann tra pe dra war da bajenn bersonel seul wezh ma vezont treuzkomprenet ha goulennet ouzhi? o c'hemma?. Arabat beza? re bennek avat - seul digoroc'h e vezer ha seul brestoc'h da selaou alioù ar re all, seul aezetoc'hj e vo dont a-benn d'en em glevet en un doare sioul. A-hendall, m'en en nac'h kemma? traoù war da bajenn bersonel hag a ya a-enep da reolennoù ar Wikipedia e c'hellfont beza? diverket dre ret gant unan eus ar verourion ha bez' e c'hello beza? stanket da gont implijer/ez zoken e-pad ur prantad hir pe hiroc'h hervez grevusted an afer.
Penaos diverka? ispajennoù personel
An doare aezetoc'h eo sevel un adkas davet da bajenn bersonel penna? (#REDIRECT[[Implijer:Machin]]). Diwar-se e c'hellor mont da wiriekaat istor ar bajenn atav evit hec'h adsevel ma vo ezhomm.
A-hendall, mar fell dit diverka? da vat ha da viken unan eus da ispajennoù personel e ranki skriva? ur reked war ar bajenn-ma? o rei? an abegoù ha neuze e vo diverket ar bajenn gant unan eus ar verourion. Adalek ma vo diverket ur bajenn n'eus nemet ar verourion a c'hello mont da sellet ouzh istor ar bajenn-se.
Re eo diwall neuze gant ar pezh a vez embannet war ar Wikipedia peogwir ne vez morse diverket da vat e gwirionez.