在汉部属高校发布自主招生简章 华科华师地大只设面试

Ar c'hroc'hen zo ur gwiskad a c'holo korf an darn vrasa? eus ar mellkeineged, an den en o zouez, koulz ha hini loened all. E rolloù penna? eo gwarezi? ha derc'hel ur c'hementad dour dereat er c'horf.
An organ brasa? ha pounnera? en dud eo o c'hroc'hen.
Kroc'hen an dud
[kemma? | kemma? ar vammenn]Kroc'hen an den zo anezha? un organ a zo graet gant meur a wiskad gwiadoù. Golei? ha gwarezi? a ra korf an den. Dre vras e c'holo 2 m2 ha 5 kg eo pouez kroc'hen un den en e oad-gour. Etre 1.5 ha 5 mm eo e devder, hervez al lec'hioù goloet ganta? : tanav eo war ar malvennoù ha tev dindan an treid. Gant ar c'hroc'hen e vez ganet danvezioù evel ar blev pe an ivinoù.
Daou wiad a ya d'ober ar c'hroc'hen : an ezkroc'hen (pe : epiderm)[1] hag an donenn (pe : derm)[1].
War an diavaez e sko an ezkroc'hen, setu e c'houza?v ar c'henstok gant an endro. Ur gwarez kenta? eo evit ar gwiadoù dindana? dre m'eo dalc'hus ha didreuzus. Ouzhpenn da se ez eo gwevn ha stirennek, kuit da veza? ur skoilh ouzh fi?voù ar c'horf. Gwellaet c'hoazh eo gwevnder ar c'hroc'hen gant ur film savet diwar meskaj ar soav (pe: sebom)[1], un danvez druz a zo borc'het gant gwagrennoù en ezkroc'h, hag ar c'hwez. Kaletaet eo gorre an ezkroc'hen gant proteinar c'heratin hag a zo niverus enna?.
Tevoc'h eo an donenn eget an eezkroc'hen. Graet eo gant ur gwiad stirennek pourvezet-mat e wazhied hag e nervennoù. Pennoù an nervennoù a zastum ar c'hemennoù a zo dielfennet gant skiant ar steki?. A-drugarez d'ar gwiennoù kollagen hag elastin a zo enna? e c'hell ar c'hroc'hen astenn-diastenn. En donenn ivez ema? kigennoù lufr ar c'hroc'hen, gwagrennoù ar soav hag ar c'hwez hag ar bolc'h blev.
Dindan ar c'hroc'hen (ezkroc'hen ha tonenn) ema? ar c'houdonenn, ur gwiad laosk a endalc'h ul lodenn vat eus druzoni ar c'horf. Ar gwiskad druz-se a ya d'ober ur gwarez diouzh ar stro?soù hag ar c'holl gwrez.
Koshaat a ra ar c'hroc'hen, ar pezh a zo anataet gant ar roufennoù. Digreski? a ra ivez an niver a wiennoù elastin ha war zispennaat ec'h a ar c'hollagen en donenn. Diwar-se e koll ar c'hroc'hen un nebeud eus e stirennegezh.
9- Blevenn |
1- Toullig c'hwez |
Kunujenn ha sakreadenn
[kemma? | kemma? ar vammenn]Implijet e vez ar ger kroc'hen evel kunujenn ha sakreadenn evel-ma? :
- Kroc'hen ac'hanout ! , da lavarout eo gast ;
- Daonet 'vo kroc'hen ma ene ! (pe kroc'hen ma eskern !, pe kroc'hen ma c'hazh !)
Levrlennadur
[kemma? | kemma? ar vammenn]- Ar ger kroc'hen pe krohen er geriadurioù (Le Trésor du Breton parlé, Geriadur brezhoneg An Here)
Notennoù
[kemma? | kemma? ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Martial Ménard (2012), Dictionnaire fran?ais-breton, Palantines, ISBN 978-2-35678-069-0