新“纪言纪语”传递执纪震慑力


An Impalaeriezh Voghol pe Impalaeriezh Vogol (Babür ?mparatorlu?u en Turkeg, ????? ?????, Mu?alīh Sul?anat en ourdoueg) en em astenne war un darn vat eus Indez etre deroù an XVIvet kantved ha kreiz an XIXvet kantved.
Genidik e oa hendadoù tierniezh an impalaerien eus kreiz Azia. Babur, un diskennad da Jengis Khan, e voe an impalaer kenta?. E 1526 e voe trec'h Babur war sultan diwezha? Sultanelezh Delhi, Ibrahim Shah Lodi, en Emgann kenta? Panipat. War-lerc'h Babur e teuas e vab Humayun e 1530, hogen kollet e voe gant hennezh kalz eus an douaroù a oa bet aloubet gant e dad. Tizhet e voe he ment vrasa? gant an Impalaeriezh dindan ren mab Humayun, Akbar Veur, a bignas war an tron e 1556. War e lerc’h e voe e vab Jahangir (1605–1627) ha goude-se Shah Jahan, a savas an Taj Mahal en Agra, evel bez d’e wreg, Mumtaz Mahal.
Goude marv Aurangzeb e 1707 e krogas diskar an Impalaeriezh, daoust ma padas ur c’hantved hanter c’hoazh. An impalaer diwezha?, Bahadur Shah II, ne chome mui nemet kêr Delhi en e zalc'h, e gwirionez, pa oa ar peurrest eus ar vro e dalc’h Breizh-Veur mui pe vui. Goude Emsavadeg ar Sipaied e 1857 e voe tennet e garg digant Bahadur Shah gant ar Saozon, harluet e voe diouzh e vro ha kaset da Virmania.